Kaier klemmoù Breizh en diellaoueg-departamant

Ar c'haier klemmoù eus ar broviñs a Vreizh eus 1574 a c'haller gwelet hiviziken e diellaoueg-departamant al Liger-Atlantel. An teul-se, bras an dalvoudegezh istorel anezhañ, zo warnañ sinadur ar roue Charlez IX.

E 1574 edomp. Rannet e oa Rouantelezh Bro-C'hall gant ar brezelioù a relijion, daou vloaz war-lerc'h lazhadegoù Sant Bartelame. Ar roue Charlez IX, c'hoant gantañ sioulaat an traoù, a gasas komiserien d'an holl broviñsoù d'ober enkaskoù war an droukplegoù ha war an trubuilhoù a c'hallje bezañ enno.

E Breizh e oa bet kaset da benn al labour-se gant daou noblañs ha ganto e voe savet ur c'haier klemmoù.

Kaeier ar c'hlemmoù zo bodet ennañ « evezhiadennoù » an tri urzh. Istorour ebet n'en doa gallet betek-henn studiañ an dornskrid dibar-se, 32 bajenn ennañ, bet sinet gant dorn ar roue.

Philippe Hamon, kelenner istor e Skol-veur Roazhon, a ginnig ar c'haier prizius dimp.

Picto Son

An dornskrid a c'haller gwelet bremañ en Diellaoueg-departamant. Philippe Charon, rener Diellaoueg-departamant al Liger-Atlantel, a ro dimp da c'houzout penaos eo deuet ar C'huzul-departamant da vezañ perc'henn warnañ ha lavarout a ray muioc'h dimp diwar-benn ar skignañ anezhañ er mizioù da zont.

Picto Son

 

Darempredoù
Diellaoueg-departamant, 6 straed Bouillé e Naoned, Pgz 02 51 72 93 20.